Concordia (doueez)

Concordia, ganti ur patera ha div gornucopia, ouzh kein ur pezh da Aquilia Severa.


Concordia eo anv doueez henroman ar c'hengompren, an emglev en tiegezhioù, etre ar priedoù. A-wechoù ne ouzer ket ober ar c'hemm etre hi hag he c'hoar, ar Peoc'h.

Er Forum Romanum edo an templ koshañ savet dezhi ; savet e voe e 367 kent JK gant Marcus Furius Camillus. Alies en em vode Sened Roma ennañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy